Raktressoù savet ganeomp

Il y a mille et une façon de découvrir la forêt et le bocage.

Le Centre Forêt Bocage – Ti ar C’hoadoù vous propose différents outils d’animation qui permettent de découvrir les univers de la forêt et du bocage par d’autres prismes et pour tous.

Vous retrouverez ci-dessous Arroudenn, une exposition originale et interactive avec 8 animaux sauvages de Bretagne. La malette pédagogique en breton « Toull ar C’hoad » pour animer, au delà du milieu, en salle, ou sur le terrain directement. Le Sentier d’interprétation de la faune et de la flore du bocage breton, installé dans le Bocage au départ du centre, et la carte de randonnée interprétée Chemin de traverse

« A-benn ar fin, mirout a raiomp ar pezh e karomp, karout a raiomp nemet ar pezh e komprenomp, kompren a raiomp nemet ar pezh zo bet kelennet dezhomp » (Baba Dioum, ijinour endro, 1968)

« Arroudenn » a dalvez treminiri al loened gouez. Didrouz peurliesañ, loened gouez zo tost ouzhomp hep hor gouzout. Met pa deskomp sellout e gwellomp kalz roudoù o bezañs : amañ ur roud er fank, aze ur graoñ-kelvez kroget !

Reiñ a ra da bep hini an diskouezhadeg Arroudenn tro dizoloiñ an natur a zo tost ouzhomp ha kompren he breskadurezh. Gant un diskouezhadur divoutin graet gant 8 teltenn a zoug posteroù divyezheg galleg-brezhoneg ha dindano traoù lieseurt, diskouezh a ra an Arroudenn 8 loen gouez Breizh hag o roudoù. Un tapis bras hag ur valisenn bedagogel a glok an diskouezhadeg evit un dizoloiñ fentus evit an holl, memes ar re vihanañ.

Malizenn bedagogel “Toull ar c’hoad”

Savet eo bet a-ratozh evit buhezourien, kelennerien, mistri-skol, familhoù, dezho da dreuzkas anaoudegezhioù diwar-benn an natur e brezhoneg d’ar vugale pe d’an dud deuet.
Ar raktres: orin ha palioù
« Toull ar C’hoad », da lâret eo al lec’h dre ma antreer er c’hoad, zo ur raktres ijinet ha savet gant animatourien Ti ar C’hoadoù, un « ti-natur departamant » en Aodoù-an Arvor, a labour abaoe 1984 da gizidikaat an dud ouzh ar vuhez naturel war ar maez. Savet ‘oa c’hoant dezhe da reiñ lañs d’ar buheziñ natur e brezhoneg en ur galonekaat tout ar re a gemer perzh er bedig-se ha lakaat anezhe da vezañ niverusoc’h c’hoazh. Evit-se e seblante mallus aesaat o labour: pegen start kavout danvez skiantel klok e brezhoneg, pegen hir hag enoeus kaout da dreiñ diwar ar galleg, ha sevel goude-se prantadoù buheziñ diwar mann! Gant ar valizenn-mañ e c’hello pep hini tennañ gonid deus skiant-prenet ur skipailh tud a-vicher. Setu neuze e 2017 disoc’h o labour, war ar stern abaoe bloavezhioù.
Evit piv, d’ober petra ?
Ar valizenn-mañ zo bet savet evit tout an dud a gemer perzh en deskadurezh
war an endro hag e bed ar buheziñ e brezhoneg, pa vije o micher (animatourien
natur) pe get (kelennerien, mediaouegerien, animatourien DABU, hanterourien sevenadurel…) Pep hini anezhe a gavo enni oustilhoù pleustrek, aes ha plijus da implijout,
evit:
    • Ledanaat e ouiziegezhioù skiantel war ar boudoù bev, al liammoù kenetreze, ar vevliesseurted.
    • Spisaat e c’heriaoueg war al loened hag ar plant, ha se e brezhoneg war-eeun.
  •  
  •  
    • Sevel prantadoù dizoloiñ a-bep-seurt, liesaat e zoareoù pedagogel war an dachenn.

An oustilhoù kinniget a servijo d’an animatour da harlinkat kuriusted ar publik diwar-benn ar vuhez er c’hoadeier pe er c’harzhaoueg ha lakaat anezhañ neuze da zeskiñ diwar-benn an natur: sed aze un doare da vont asambles war un hent doujus e-keñver an endro, hini an eko-keoderezh!

Ur wenojenn gant displegadennoù

Digoradur ar wenojenn zo bet d’an 13 a viz Mae 2016.
Digor ha digoust eo d’an holl-re o do c’hoant dond da zizoloiñ ar wenojenn gant displegadennoù se. Ar wenojenn a lak war wel ar plantoù hag al loened ar c’harzaoueg breizh. C’hoarioù bihan zo bet lakaet ivez evit ijin mat an traoù.
Amañ ’vo kavet ganeoc’h ivez, titouroù da zegemer al loened – se ’barz ho jardin

Heñchoù-treuz

Kartenn tro-vale a 20 km

Un droiad a 20km da vont tro war dro da zizoloiñ an henchoù-treuz, ha mont e kreiz koad ar Markiz. Ar gartenn-mañ a zo digoust. O pourmenn e c’hellit dizoloiñ ar vro evl-just, met ivez sellet, ha komprenn neubeut dibarded an natur a zo tro-dro deoc’h.
9 wech e kinnig ar gartenn-mañ ober un ehanig, da sisplegañ traoù diwar al loened, pe ar plant ar vro.


Kavet e vo ganeoc’h ivez war ar gartenn-mañ c’hoarioù d’ober e-pad an ehan pik-nik.