Kampoù vakañsoù

A-hed ar bloaz vez kinniget kampoù vakañsoù e brezhoneg gant Ti ar C’hoadoù evit ar vugale hag ar grennarded, war temoù a-bep seurt: sport, natur, arzoù… Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre: pellgargit

Setu amañ dindan ar c’hinnigoù kampoù vakañsoù Ti ar C’hoadoù

Gouere 2024

Marmouzien koad ar C'hastell Du

14 - 20 a viz Gouere

8 - 12 bloaz

Roudoù kamp Kastell du, eus mare an Henamzer, a oa bet lakaet war roll ar monumantoù istorel e 1957. Ar gwez eno o deus tennet gounid eus ar statudse evit kreskiñ ha kreñvaat. Kozh ha meurdezus int bremañ ha laouen e vint da zegemer ho nerzhioù yaouank e-kreiz o brankoù. An troellblantennoù outo a roio harp deoc’h evit pignat uheloc’h. Kaer abominabl eo ar vro pa seller outi eus kribenn ur wezenn. Kazi bemdez ho po tro da grapat er gwez, en ur zoujañ outo, gant sikour buhezourien entanet l’Arbre à lutik, ur gevredigezh kraperien gwez, a-raok diskenn en desach ! Sport ha vakañsoù war un dro, gant predoù lipous ha beilhadegoù. Startijenn a zo ganeoc’h ? Bec’h deï neuze !

  • Krapat er gwez
  • 365 €
  • 14 -20 a viz Gouere
  • 8 - 12 bloaz
  • dindan teltennoù er Roc'h

Neuial er gwez !

21 -27 a viz Gouere

8 - 12 bloaz

Mond a rimp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp krapat er gwez, gant ar gevredigezh « l'Arbre à Lutik ». Mont da c’hoari, da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, a rimp. Dizoloiñ ar vro, peadra 'vo da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar C'hastell Du, ul lec'h deus an Henamzer, er c'hoadoù, hag istor ar Roc'h.E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C'hoarioù braz, beilhadegoù ha c'hoarzhiñ leizh hon veg a vo great ganeomp e-pad ar vakansoù !

  • kaïak ha krapat er gwez
  • 385 €
  • 21 -27 a viz Gouere
  • 8 - 12 bloaz
  • dindan teltennoù

Kaïak e bro Dreger !

27 a viz Gouere 3 a viz Eost

8 - 12 bloaz

Mond a rimp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’hanoe hag ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp mont da c’hoari ha da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, da anavezout gwelloc’h
glad hag istor ar vro, pe en-dro d'ar C'hastell Du, ul lec'h deus an Henamzer, er c'hoadoù. E-pad ur sizhunvezh e
kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C'hoarioù braz, beilhadegoù ha c'hoarzhiñ leizh hon veg a vo great ganeomp e-pad ar vakansoù !

 

  • kaïak
  • 350 € 
  • 27 a viz Gouere betek an 3 a viz Eost
  • 8 - 12 bloaz
  • cdindan teltennoù er Roc'h

Eost 2024

Krapat en dour roeñvañ er gwez - bugale

4 - 10 a viz Eost

8 - 12 bloaz

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Mont a raimp a-hed ar sizhun. gant ar c’haiak ha roeñvañ a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget pesketañ, tennañ gant ar wareg ha petra a virfe ouzhimp ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa’z'aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro dro d’an tan neuze : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs…

  • kaïak, gwaregañ, pesketañ
  • 365 €
  • 4 - 10 a viz Eost
  • 8 - 12 bloaz
  • dindan teltennoù e Tremargad

Krapat en dour roeñvañ er gwez - Krenarded

11 - 17a viz Eost

12-15 bloaz

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Mont a raimp a-hed ar sizhun. gant ar c’haiak ha roeñvañ a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget pesketañ, tennañ gant ar wareg ha petra a virfe ouzhimp ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa’z'aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro dro d’an tan neuze : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs…

  • kaïak, gwaregañ, pesketañ
  • 375 €
  • 11-17 a viz Eost
  • 12-15 bloaz
  • dindan teltennoù e Tremargad

Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre !

Pellgargit ar fichenn enskrivañ, ar fichenn yec’hed hag aotre ar gerent. Leuniit ha siniit anezho ha kasit anezhe deomp gant ur chekenn arrez a 100 €.

Nebeut amzer goude e resevfet ur postel da gadarnaat an enskrivadur. 

Diwallit! Ar c’hampoù a vez leun buan, telefonit deomp a-benn goût ma chom plas! 

Evit ar c’hampoù gant kaïak, un testeni aezoni en dour a vo da gaout.

Degemer a reomp chekennoù vakañsoù (stumm paper). Labelaet omp gant Kafoù 22, 35, 44 ha 56. Ma z’euz gwirioù ganeoc’h lavarit deomp diouzhtu o enskrivañ ho pugel.