Degemer mat e Ti ar C’hoadoù

Kreizenn deskadurezh war an endro, ar glad ha sevendur Breizh
Ti Natur Departamant en Aodoù-an-Arvor

Ar greizenn

Degemer a reomp strolladoù a-hed ar bloavezh, evit ur chomdenn, un devezh, ur baleadenn natur... da zizoloiñ hon korn bro, pinvidik a denzorioù natur ha glad

Ti ar C’hoadoù, er Chapel-Nevez (Aodoù-an-Arvor), a zo ur  greizenn lojañ strolladoù ha buheziñ en-dro d’an natur, d’ar glad ha sevenadur Breizh. Ar greizenn, tapet ganti al label “Ti Natur Departamant” e-keñver he labour war tachennoù ar bedagogiezh, an  douristelezh, ar sevenadur hag an ekologiezh, zo aotreet gant an Deskadurezh-Stad hag ar SDJES (Services Départementaux à la Jeunesse, à l’Engagement
et au Sport)

E 1984 oa bet krouet Ti ar C’hoadoù gant ti-kêr ar Chapel-Nevez, a-raok lakaat ur gevredigezh e-penn an traoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 2003. E tro ar bloavezhioù 2010 oa bet adnevesaet penn-da-benn savadur ar c’hambreier gant teknikoù o toujañ deus an endro. 70 plas zo bremañ evit degemer ar strolladoù bugale pe an
dud-vras!

  • C’hoadoù hirie an deiz: klasoù-natur evit ar skolidi, deus ar re vihanañ d’ar grennarded.
  • kampoù vakañsoù evit ar vugale da dizoleiñ an endro dre an dudi.
  • Baleadennoù-natur evit an holl, a-hed ar bloaz, war ar plant hag al loened gouez en-dro deomp.
  • Stajoù teknikel evit an holl, war un devezh pe meur a hini, evit deskiñ penaos kempenn e werje, e liorzh, e c’hleuñioù, e c’hirzhier… gant doareoù ekolojik
  • strolladoù degemeret, bod ha boued, evit degouezhadennoù familh, labour, kevredigezh…
  • animasionoù da geñver abadennoù en-dro d’an natur (festoù, saloñsoù…)
  • raktresoù a-bep seurt: kartennoù troioù-bale, diskouezhadegoù, oustilhoù pedagogel…

Ha tout an traoù-se en galleg koulz hag en brezhoneg!

Kevelerien

Evit ar Skolioù, skolajoù, liseoù

aotreet gant an Deskadurezh-Stad hag ar SDJES, degemer a reomp klasoù-natur evit ar skolidi, deus ar re vihanañ d’ar grennarded.

A-hed ar bloaz, evit meur a devezhioù, o kousket war blas (adalek 2 devezh), evit un devezh, pe un hanter-devezh.
Ar prantadoù buheziñ a zo savet stag ouzh ho palioù pedagogel.

Chomadenn

Temoù chomadennoù a zo savet diwar pevar tem bras, a zo a-hed ar bloaz, ha daou tem liammet gant ar c’houlzioù-amzer.

Setu amañ dindan is-temoù pe obererezhioù resis evit pep tem bras kinniget ganeomp. Furchit e-barzh ar skouerioù impli-amzer da gavout ar pezh a blijfe deoc’h ober, da c’houde e c’hellfet sevel ho implij-amzer gant un animatour deus hon skipailh hervez ho raktres pedagogel.

Koad ha garzhaoueg

Loened ar c'hoad : merkoù ha roudoù

Chadennoù-boued

Anavezout ar plant, ar gwez

Rol ar c'harzaoueg

Dizoloiñ ar c'hoad dre e bemp skiant

Loened bihan an douar: an divelkeineged

Laboused ar c'harzhaoueg : sell a dost gant jumelloù, anavezout  ha degemer anezo

SKOUERENN IMPLIJ-AMZER

Diorren padus

An eko-keodederezh

Buhez an dilerc'hioù : dispartiañ - ad-implij

Al liorzh ekologel: hadañ, tañva...

Kelc'hiad an danvezioù organek

An nerzh da adnevez hag espern nerzh

Ekosistemoù

SKOUERENN IMPLIJ - AMZER

Kontadennoù ha natur

Dizoloiñ bed kontadennoù ha faltazi, er c'hoad

Studiañ struktur ar c'hontadennoù

Ar c'hoad dre ar 5 skiant

Kontadennoù e korn an oaled, tro dro d'ur c'hastell, e kreiz ar c'hoad...

War roudoù ar gorriganed er
c'harzhaoueg

C'hoarioù paotr saout

SKOUERENN IMPLIJ-AMZER

Glad ha sevenadur

Ar glad savadurioù : kastell, bourk, iliz ...

Ar c'hoad : glad naturel, micherioù kozh ar c'hoad, mererezh ar c'hoad

Ar c'harzaoueg e Breizh : istor, doare mont en dro, ha da betra servij

C'hoarioù hengounel

Gweladenniñ ar botaouer-koad - an ti baraer...

Sevenadur Breizh: yezhoù, muzik ha dañs

SKOUERENN IMPLIJ-AMZER

...

Frouezh an diskar-amzer

Découverte du verger, de la vie de l’arbre et de la formation des fruits

Ramassage, nettoyage et pressage de pommes pour faire du jus

Recherche des fruits comestibles en forêt pour les cuisiner

Fabrication de pain aux fruits d’automne dans un four à bois

Des feuilles qui tombent et d’autres restent vertes... Pourquoi ?

SKOUERENN IMPLIJ - AMZER

Natur e-pad ar goañv 

L’hiver dans le cycle des saisons

Les arbres persistants et les caducs

Silhouettes et écorces des arbres

Le cycle de l’eau, le rôle du talus, le "bois-énergie"

Ornithologie : la nourriture de l'hiver et observation des oiseaux

Animaux : hibernation, migration et stratégies d’adaptations

SKOUERENN IMPLIJ - AMZER

War Blas

ur savadur da lojañ ar strolladoù, 70 plas ennañ, 62 dioute evit ar skolidi (30 plas evit ar re-vihan dindan 6 bloaz – aotret gant ar PMI)

Predoù fardet war blas gant produioù bevoniel hag eus ar vro ar muiañ possub.

an “ti-koad”: burevioù, salioù labour ha klass

Levrioù ha c’hoarioù.

Ur siminal evit kontañ istorioù ha mojennoù

un endro plijus; tachenn sport, gwenojennoù, berje…
 
 er-maez: porzh, letonenn, taolioù pik-nik, peadra da c’hoari !

Devezh buheziñ

E Ti ar C’hoadoù e tegemer ivez ar c’hlasadoù evit un devezh pe un hanter hini, war un tem natur dibabet ganeoc’h, pe da geñver hon kinnig war ar pevar c’houlz-bloaz. Evit debriñ da greisteiz e c’hellit choazh kas ur pik-nik pe goulenn ur pred tomm diganeomp, a vo fardet gant keginer-ez ar greizenn.

Ar pevar koulz-Amzer

Sellet, klask kompren, en em soñjal, arnodiñ.

Cheñchamantoù e-leizh ’vez ’barzh an natur hed-a-hed ar bloavezh ! Deuit da welet ’anomp gant ho klasad, un devezh bep koulz-bloaz, da welet pegen souezhus int. Un digarez ivez da lakaat ar gaoz war an endro: dizoloiñ evit doujañ gwelloc’h.

Dont evit un devezh 

Fellout a ra deoc’h kas ho klasad war an dachenn, er-maez deus ar skol?

Deuit d’hon heul er c’hoadeier, dre an hentoù-don, el liorzh pedagogel pe ’barzh salioù hon ti-koad da deskiñ hiroc’h war buhez ar gwez, breinadurezh ar plant, trouzioù al laboused, boazioù al loened-gouez, annezidi ar poulloù-dour pe c’hoazh pouez mab-den war an natur…

Evit dibab e-mesk an traoù a ginnigomp, kit d’ober un tamm tro war bajenn an temoù. Ma peus ur soñj dija, pe ur raktres war un danvez resis liammet gant al labour kaset ganeoc’h er c’hlas, deuit e darempred ganeomp evit sevel ur programm asambles gant un animatour deus hon skipailh.

Ur buhezhour er skol

Plijout a rafe deoc’h renkañ un abadenn diwar-benn an natur pe an endro evit ho klasad? Buhezourien Ti ar C’hoadoù a c’hell dont betek ho skol etre miz Here ha miz Meurzh.
Evit un hanter-devezh pe meur a hini war ur prantad e c’hellomp kinnig abadennoù en ho skol.

Gallout a reomp ivez en em gavout ganeoc’h en ur c’hoad da ginnig an temoù-se pe hini al loened gouez, ar micherioù kozh… Er c’hoadoù en-dro da Venac’h ha Gwengamp omp kustum da vont: Koad ar Markiz, Koad an Noz pe Koad Meur Avaugour.

Degemer Strolladoù

Kreizenn degemer evit lojañ betek 70 den.

A-hed ar bloaz eo digor Ti ar C’hoadoù. Gallout a reer lojañ betek 70 den, pa vije feurmet an ti deoc’h, pa vijec’h hanter-vevet ganeomp, pe c’hoazh en pañsion glok. Touristed (VTT, bale-bro…), familhoù (eured, badeziant…), embregerezhioù ha kevredigezhioù (bodad bras, stummadur)… Posubl eo ivez d’hon skipailh animatourien kinnig deoc’h abadennoù diwar-benn an natur.
 
En kreisteiz-tout Bro-Dreger, kazimant b’ar C’hreiz-Breizh, e kaver bourg Ar Chapel-Nevez, kollet koulz lavaret en ur vro naturel dibar. Tro-war-dro: koadeier (Koad ar Markiz, Koad an noz), rinieroù (deus mamenn ar ster Aon, unan deus sterioù hirañ Breizh, betek al Leger, tapet ganti al label “ster gouez”), stankoù, kleuñvioù, girzhier ha menezioù (reoù uhelañ ar vro, Ar Pave ha Menez Keresperz)… Ur baradoz evit an dud a blij an natur dezhe!

Evit ar strolladoù bugale (ACM)

Aozañ kampoù vakañsoù e Ti ar C’hoadoù, da zizoloiñ pinvidigezh ar vro, gant ho skipailh buheziñ, pe gant prantadoù graet gant hon skipailh buhezourien natur.

Er greizenn, dre an henchoù-treuz, er c’hoadoù, kavet e vo ganeoc’h ur vro dibar da vont da bourmen, da zizoloiñ pe da weladeniñ.
Peadra da c’hoari en ti hag er maez.

Ti ar C’hoadoù a zo ur greiznn degemer gant aotre an SDJES ( ex-DDCS) da zegemer bugale ha krenaarded noz ha deiz.

Kevredigezhioù

En ur vale, war marc’h , pe marc’h -houarn, evit un emvod, ur stummadur, ur raktress, degemeret e vefoc’h e Ti ar C’hoadoù gant ho kevredigezh.

Den prevez

A-wechoù e blij deomp lidañ traoù izpisial a c’hoarvezh er vuhez : euredi, deiz-ha-bloaz, gwelet ar c’hendirvi… Evit en -ober, ul lec’h ‘zo ezhomm da lakkat an holl da zrebiñ ha da gousket !
Hervezh ho raktress, e c’hell Ti ar C’hoadoù degemer ac’hanoc’h en Ti kousket, er sal-debriñ, pe er salioù.
Kemer amzer da vevañ asambles en un endro leun a gwez !

Baleadennoù- natur

Dont evit div eurvezh da zizoloiñ ul lec’h, ul loened gouez, ur c’horn bro kuzet ha marvailhus !
Setu petra a ginnigomp deoc’h gant ar valeadennoù-natur a zo a-hed ar bloaz, er chapel-nevez pe er vro.

Roll ar baleadennoù- natur a vo kavet ganeoc’h el liamm e-kichen, hag ivez war hon Facebook, deoc’h da heuliañ petra c’hoarvezh er savadur, ha petra kinnigomp.

 

Evit lakkat ho anv da zont d’ur valeadenn , klikit war al liamm, pe kasit deomp ur bostel pe un taol-pellgomz.

Stajoù- Atelier

Kinnig a reomp deoc’h stajoù. A-wechoù evit un hanter-devezh, pe meur a hini, diwar temoù disheñvel.
Kervezh ar cbloaz e vez kinniget traoù disheñvel diwar al liorzh, ar gwez, koad bouteg…
Boued teorikel, da zeskiñ ha prederiañ, ha prantadoù pratik, da glask ober o-unan, o lakaat e-pleustr ar pezh a zo bet gwelet asambles.

Kampoù vakañsoù

A-hed ar bloaz vez kinniget kampoù vakañsoù e brezhoneg gant Ti ar C’hoadoù evit ar vugale hag ar grennarded, war temoù a-bep seurt: sport, natur, arzoù… Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre: pellgargit

Setu amañ dindan ar c’hinnigoù kampoù vakañsoù Ti ar C’hoadoù

Gouere

 

Marmouzien koad ar C’hastell Du-

Robin des bois à Castel Du

 

Roudoù kamp Kastell Du, deus mare an Henamzer, a oa bet lakaet war roll ar Monumantoù Istorel e 1957. Ar gwez eno o deus tennet gounid eus ar statud-se evit kreskiñ ha kreñvaat. Kozh ha meurdezus int bremañ ha laouen e vint da zegemer ho nerzhioù yaouank e-kreiz o brankoù. An troellblantennoù a roio harp deoc’h evit pignat uheloc’h. Kaer abominabl eo ar vro pa seller outi eus kribenn ur wezenn. Kazi bemdez ho po tro da grapaat er gwez, en ur zoujañ outo, gant sikour skipailh buheziñ entanet « L’Arbre à Lutik », ur gevredigezh kraperien gwez, a-raok diskenn en desach ! Sport ha vakañsoù war un dro, gant predoù lipous ha beilhadegoù. Startijenn a zo ganeoc’h ? Bec’h deï neuze !

30 plas - 345 €

8 – 12 vloaz

16 betek an 22 a viz Gouere

 

 

Kaïak e bro Dreger!

À nous la rivière !

 

 

Mont a rimp war ar stêr Yeodi da zeskiñ mestroniañ ar c’hanoe hag ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war vag e c’hellimp mont da c’hoari ha da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar vro, pe en-dro d’ar C’hastell Du, ul lec’h eus an Henamzer, er c’hoadoù. E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C’hoarioù bras, beilhadegoù ha c’hoarzhadegoù e-leizh a vo graet ganeomp e-pad ar vakañsoù !

24 Plas -325 €

8 – 12 vloaz

23 betek an 29 a viz Gouere 

Eost

Krapat en dour, roeñvañ er gwez

Sport & Nature en Kreiz-Breizh

 

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Mont a raimp a-hed ar sizhun gant ar c’haiak ha roeñvan a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget e vo krapat er gwez ivez, tennañ gant ar wareg ha petra a virfe ouzhimp ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa ’z aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro-dro d’an tan : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs...

24 plas - 340 €

8 – 12 vloaz

Etre ar 6 hag an 12 a viz Eost

Krapat en dour, roeñvañ er gwez

Sport & Nature en Kreiz-Breizh

 

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Mont a raimp a-hed ar sizhun gant ar c’haiak ha roeñvan a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget e vo krapat er gwez ivez, tennañ gant ar wareg ha petra a virfe ouzhimp ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa ’z aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro-dro d’an tan : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs…

24 plas  - 345 €

12 – 15 vloaz

Etre an 13 betek an 19 a viz Eost 2023

 

Etrezek Kreiz-Breizh !

Le Kreiz-Breizh à pied !

N’eus ket amzer da goll, poent eo mont ! Kalzig a hent on eus d’ober. Tap da votoù bale, da vousc’hoarzh ha deomp deï ! Alies vo baleet, atav ’vo c’hoarzhet !
Eus Tremargad d’ar Chapel-Nevez un digarez da zizoleiñ ar c’hreiz-Breizh en un doare all. Piv ‘oar ‘petra c’hoarvezo war an hent ? Dizoloadennoù hag eskemmoù a vo avat e-pad ar veajig-se!
Un doare brav da glozañ da vakañsoù hañv ha da gaout mignoned nevez.

13 – 16 vloaz

Etre an 20 hag ar 26 a viz Eost 2023

 

 

 

Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre !

Pellgargit ar fichenn enskrivañ, ar fichenn yec’hed hag aotre ar gerent. Leuniit ha siniit anezho ha kasit anezhe deomp gant ur chekenn arrez a 100 €.

Nebeut amzer goude e resevfet ur postel da gadarnaat an enskrivadur. 

Diwallit! Ar c’hampoù a vez leun buan, telefonit deomp a-benn goût ma chom plas! 

Evit ar c’hampoù gant kaïak, un testeni aezoni en dour a vo da gaout.

Raktressoù savet ganeomp

Il y a mille et une façon de découvrir la forêt et le bocage.

Le Centre Forêt Bocage – Ti ar C’hoadoù vous propose différents outils d’animation qui permettent de découvrir les univers de la forêt et du bocage par d’autres prismes et pour tous.

Vous retrouverez ci-dessous Arroudenn, une exposition originale et interactive avec 8 animaux sauvages de Bretagne. La malette pédagogique en breton « Toull ar C’hoad » pour animer, au delà du milieu, en salle, ou sur le terrain directement. Le Sentier d’interprétation de la faune et de la flore du bocage breton, installé dans le Bocage au départ du centre, et la carte de randonnée interprétée Chemin de traverse

« A-benn ar fin, mirout a raiomp ar pezh e karomp, karout a raiomp nemet ar pezh e komprenomp, kompren a raiomp nemet ar pezh zo bet kelennet dezhomp » (Baba Dioum, ijinour endro, 1968)

« Arroudenn » a dalvez treminiri al loened gouez. Didrouz peurliesañ, loened gouez zo tost ouzhomp hep hor gouzout. Met pa deskomp sellout e gwellomp kalz roudoù o bezañs : amañ ur roud er fank, aze ur graoñ-kelvez kroget !

Reiñ a ra da bep hini an diskouezhadeg Arroudenn tro dizoloiñ an natur a zo tost ouzhomp ha kompren he breskadurezh. Gant un diskouezhadur divoutin graet gant 8 teltenn a zoug posteroù divyezheg galleg-brezhoneg ha dindano traoù lieseurt, diskouezh a ra an Arroudenn 8 loen gouez Breizh hag o roudoù. Un tapis bras hag ur valisenn bedagogel a glok an diskouezhadeg evit un dizoloiñ fentus evit an holl, memes ar re vihanañ.

Malizenn bedagogel “Toull ar c’hoad”

Savet eo bet a-ratozh evit buhezourien, kelennerien, mistri-skol, familhoù, dezho da dreuzkas anaoudegezhioù diwar-benn an natur e brezhoneg d’ar vugale pe d’an dud deuet.
Ar raktres: orin ha palioù
« Toull ar C’hoad », da lâret eo al lec’h dre ma antreer er c’hoad, zo ur raktres ijinet ha savet gant animatourien Ti ar C’hoadoù, un « ti-natur departamant » en Aodoù-an Arvor, a labour abaoe 1984 da gizidikaat an dud ouzh ar vuhez naturel war ar maez. Savet ‘oa c’hoant dezhe da reiñ lañs d’ar buheziñ natur e brezhoneg en ur galonekaat tout ar re a gemer perzh er bedig-se ha lakaat anezhe da vezañ niverusoc’h c’hoazh. Evit-se e seblante mallus aesaat o labour: pegen start kavout danvez skiantel klok e brezhoneg, pegen hir hag enoeus kaout da dreiñ diwar ar galleg, ha sevel goude-se prantadoù buheziñ diwar mann! Gant ar valizenn-mañ e c’hello pep hini tennañ gonid deus skiant-prenet ur skipailh tud a-vicher. Setu neuze e 2017 disoc’h o labour, war ar stern abaoe bloavezhioù.
Evit piv, d’ober petra ?
Ar valizenn-mañ zo bet savet evit tout an dud a gemer perzh en deskadurezh
war an endro hag e bed ar buheziñ e brezhoneg, pa vije o micher (animatourien
natur) pe get (kelennerien, mediaouegerien, animatourien DABU, hanterourien sevenadurel…) Pep hini anezhe a gavo enni oustilhoù pleustrek, aes ha plijus da implijout,
evit:
    • Ledanaat e ouiziegezhioù skiantel war ar boudoù bev, al liammoù kenetreze, ar vevliesseurted.
    • Spisaat e c’heriaoueg war al loened hag ar plant, ha se e brezhoneg war-eeun.
  •  
  •  
    • Sevel prantadoù dizoloiñ a-bep-seurt, liesaat e zoareoù pedagogel war an dachenn.

An oustilhoù kinniget a servijo d’an animatour da harlinkat kuriusted ar publik diwar-benn ar vuhez er c’hoadeier pe er c’harzhaoueg ha lakaat anezhañ neuze da zeskiñ diwar-benn an natur: sed aze un doare da vont asambles war un hent doujus e-keñver an endro, hini an eko-keoderezh!

Ur wenojenn gant displegadennoù

Digoradur ar wenojenn zo bet d’an 13 a viz Mae 2016.
Digor ha digoust eo d’an holl-re o do c’hoant dond da zizoloiñ ar wenojenn gant displegadennoù se. Ar wenojenn a lak war wel ar plantoù hag al loened ar c’harzaoueg breizh. C’hoarioù bihan zo bet lakaet ivez evit ijin mat an traoù.
Amañ ’vo kavet ganeoc’h ivez, titouroù da zegemer al loened – se ’barz ho jardin

Heñchoù-treuz

Kartenn tro-vale a 20 km

Un droiad a 20km da vont tro war dro da zizoloiñ an henchoù-treuz, ha mont e kreiz koad ar Markiz. Ar gartenn-mañ a zo digoust. O pourmenn e c’hellit dizoloiñ ar vro evl-just, met ivez sellet, ha komprenn neubeut dibarded an natur a zo tro-dro deoc’h.
9 wech e kinnig ar gartenn-mañ ober un ehanig, da sisplegañ traoù diwar al loened, pe ar plant ar vro.


Kavet e vo ganeoc’h ivez war ar gartenn-mañ c’hoarioù d’ober e-pad an ehan pik-nik.

Ar Gevredigezh

Savet eo bet ar gevredigezh du centre de découverte de la forêt et du bocage
e 2003. Kreizenn Ti ar C'hoadoù a zo merret gant ar gevredigezh-mañ

Emezelañ

Izili ar gevredigezh a zo pedet da zont da brantadoù buheziñ, pe atelier, chanter, kinniget gant ar gevredigezh pe gant ar greizenn.

Bep bloaz ‘zo ur prantad displanta balsamine eus bro Himalaya, e miz Even ha Gouere. Ar blantenn-mañ a vloaz da vloaz a gemer muioc’h mui a-blas er pradoù, war bord an hent. Klask a ra ar gevredigezh dalc’hen ar blant-mañ.

Deuit e darempred ganeomp da gouzout hiroc’h diwar hon fenn –  asso.cfb@orange.fr

Darempred

Ti ar C’hoadoù- Centre Forêt Bocage

5 Hent an Dachenn Sport

22160 La Chapelle-Neuve

02-96-21-60-20

accueil @ centre-foretbocage.bzh

informations cookies et données personnelles