Kampoù vakañsoù

A-hed ar bloaz vez kinniget kampoù vakañsoù e brezhoneg gant Ti ar C’hoadoù evit ar vugale hag ar grennarded, war temoù a-bep seurt: sport, natur, arzoù… Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre: pellgargit

Setu amañ dindan ar c’hinnigoù kampoù vakañsoù Ti ar C’hoadoù

Kampoù 2026

Marmouzien koad ar Markiz

Ar gwez eno o deus tennet gounid eus an amzer evit kreskiñ ha kreñvaat. Kozh ha meurdezus int bremañ ha laouen e vint da zegemer ho nerzhioù yaouank e-kreiz o brankoù. Dav ’vo deoc’h harpañ evit pignat uheloc’h. Kaer abominabl eo ar vro pa seller outi eus beg ur wezenn.Tro hon o da grapat er gwez, en ur zoujañ outo, gant sikour buhezourien entanet l’arbre à Lutik, ur gevredigezh kraperien gwez, a-raok diskenn en desach ! Sport ha vakañsoù war un dro, c’hoarioù bras, predoù lipous ganeomp ha beilhadegoù. Startijenn a zo ganeoc’h ? Bec’h deï neuze !

  • eus an 12 betek ar 17 a viz Gouere
  • krapat er gwez
  • 8 – 12 bloaz
  • 460 €
  • Kousket en ti , Ti ar C’hoadoù
  • Pass colo, ha sikourioù KAF
  • Boued fardet war blas, gant produioù fresk, bio (98%) hag eus ar vro. 

Poderezh e-leizh

Deus d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant bed ar poderezh asambles gant Elen, poderez a-vicher. Laosk da ijin da vont ha da 
zaouarn da grouiñ traoù digredus ha dibar. Prantadoù poderezh a 
vo kinniget e-pad ar c’hamp, c’hoarioù a-bep seurt e-pad an deiz, mont da fouetañ bro en henchoù treuz, predoù lipouz, ha beilhadegoù deus noz !

Deus’ta!

  • eus an 12 betek ar 17 a viz Gouere 
  • poderezh ha natur
  • 8 – 12 bloaz
  • 430 €
  • Kousket en ti, Ti ar C’hoadoù
  • Pass colo, ha sikourioù KAF 
  • Boued fardet war blas, gant produioù fresk, bio (98%) hag eus ar vro. 

Arzourien an natur

Danvezioù, liv a bep-seurt a vo kavet ganeomp da klinkañ ar vro! Deus da zizoloiñ penaons krouiñ gant hag e -barzh an natur!C’hoarioù paotr saout a vo krouet ganeomp. Implij a rimp an holl livioù, al lec’hioù disheñvel ar vro, ar gwez, ar plant, tro dro, da zigemer hon arzoù!
Krouiñ hon livaj gant plant a vo graet genaomp ivez!Gant tammoù koad, kordennoù, delioù, livaj hag all e vo kavet peadra da lakaat livioù e pep korn bro!Tap da barr-livañ, da votoù ha hop, deomp en hentoù treuz, krouiñ, kliñkañ, ha hunvreal asambles!

 
  • eus an 19 betek ar 24  viz Gouere 
  • arzoù en natur: livaj graet gant plantoù, tresañ, land art…
  • 8 – 12 bloaz
  •  430 €
  • Kousket en ti, Ti ar C’hoadoù
  • Pass colo ha sikourioù Kaf
  • Boued fardet war blas, gant produioù fresk eus ar vro ha bio (98%)

Neuial er gwez !

 

 

Koadoù ha natur e pep lec’h : aze eo e vevimp e-pad ar zun ! E-tal an heñchoù treuz, ar gwez, hag ar c’hoadoù ezimp da zeskiñ mestroniañ ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp krapat er gwez, gant buhezourien L’Arbre à Lutik, ur gevredigezh kraperien deus ar vro. 
Mont a rimp da c’hoari, da bourmen a-hed ribloù ar vro, da zizoloin glad hag istor ar c’horn bro-mañ. C’hoarioù braz, beilhadegoù ha c’hoarzhin e-leizh a vo graet ganeomp e-pad ar vakañsoù !

Plijout a ra dit krapat er gwez hag ober kaiak ? Deus d’ober ur c’hamp ganeomp !

  • eus an 19 betek ar 24 a viz Gouere
  • krapat er gwez ha Kaïak
  • 8 – 12 bloaz
  • 470 €
  • Kousket en ti , Ti ar C’hoadoù
  • Pass colo, ha sikourioù KAF
  • Boued fardet war blas, gant produioù fresk, bio (98%) hag eus ar vro. 

War hent ar Sirk !

Plijout a ra dit ar sirk hag an natur ? Deus d’ober ur c’hamp ganeomp!

A-hed ar sizhun e vo dizoloet ganeomp meur a dra tro-dro d’ar sirk (lien-nij, janglerezh, kezeg-houarn fentus, krapat ha dañs er gwez). An atalieroù a vo kinniget gant ar gevredigezh Herborescence*. Dizoleiñ an natur hag ar c’hleuzioù, gouzout hiroc’h war ar gwez, mont da welet lec’hioù digredus a vo graet ganeomp. Ma selaouomp mat da serr-noz, marteze e vo klevet trouzioù anevaled gouez. C’hoarioù bras, dizoloiñ a bep seurt e-kreiz an natur, setu peadra da gaout plijadur tout ar zun !

 

  • eus ar 26 betek an 31 a viz Gouere
  • Sirk
  • 8 – 12 bloaz
  • 460 €
  • Kousket en ti , Ti ar C’hoadoù
  • Pass colo, ha sikourioù KAF
  • Boued fardet war blas, gant produioù fresk, bio (98%) hag eus ar vro. 

Avañtur er c’hoadoù

Tro war-dro an natur, ar gwez, al loened gouez! Tremen a rimp ar zun en hentoù-treuz, er pradeier, er c’hoadoù. Implij a rimp hon pemp skiant da zizoloiñ en un doare all an endro. Amzer a gemerimp da sevel lochoù koad, c’hoarioù paotr saout ha da grapat war ar c’hleuzioù!
Pa ’z’aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Ur poker -koad, pe roud ur broc’h ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro-dro d’an tan neuze : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs…

  • eus ar 26 betek an 31 a viz Gouere
  • Avañtur: sevel kabanennoù, c’hoarioù paotr saout, loened gouez, dizoloiñ an natur dre ar 5 skiant…
  • 8 – 12 bloaz
  • 430 €
  • Kousket en ti , Ti ar C’hoadoù
  • Pass colo, ha sikourioù KAF
  • Boued fardet war blas, gant produioù fresk, bio (98%) hag eus ar vro. 

Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre !

Enskrivit ho pugel en linenn, leuniit ar  fichenn yec’hed hag aotre ar gerent, ha kasit  deomp ur rakbae a 100€ : dre chekenn pe o paeañ en linenn

Nebeut amzer goude e resevfet ur postel da gadarnaat an enskrivadur. Diwallit! Ar c’hampoù a vez leun buan, telefonit deomp a-benn goût ma chom plas! 

Evit ar c’hampoù gant kaïak, un testeni aezoni en dour a vo ret kaout.

==>Ma z’euz gwirioù yalc’had ganeoc’h lavarit deomp diouzhtu o enskrivañ ho pugel. Roit deomp ho niverenn Kaf da c’houlenn ar sikour. 

Pass colo a vez graet ganeomp ivez. 

Ar predoù a zo fardet war blas gant produioù fresk, eus ar vro ha bio (98%)

Degemer a reomp chekennoù vakañsoù (stumm paper) ANCV hag Labelaet omp gant Kafoù 22, 35, 44 ha 56.

Sikourioù :

la CAF

Pass Colo

Colos apprenantes

Les aides Jeunesse au Plein Air distribuées localement- Départements 35 et 56